Anjela Duval
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Anjela Duval, Marie-Angèle Duval ent-ofisiel, a zo ur varzhez a skrive e brezhoneg, bet ganet d'an 3 viz Ebrel 1905 er C'houerc'had, e-tal kichen Plouared (Aodoù-an-Arvor), ha marvet d'ar 7 a viz Du 1981, en Lannuon.
Taolenn |
[kemmañ] He buhez
Añjela Duval 'zo bet ganet e 1905. E-kreiz maezioù Bro-Dreger e oa he zud o talc'hen ur menaj bihan, Traoñ-an-Dour, e parrez ar C'houerc'had. Evurus eo bloavezhioù kentañ ar plac'hig, daoust ma n'eus bugel all ebet nag en ti, nag er gêriadenn. Al loened hag ar plant eo he mignoned kentañ. Ar skol, "ur bed kriz", a lak un harz d'ar mare evurus-se. Er skol e chom betek he daouzek vloaz.
Da bemzek vloaz, e 1920, e wisk Añjela ar c'hoef. Ur plac'h yaouank eo bremañ. Gant merc'hed en oad ganti e vez gwelet er pardonioù hag er frikoioù. Ur goantenn, pe ur bleumpenn an hini eo. Plijout a ra da baotred an terouer. Lizheroù a skrivont dezhi evit goulenn an "aotre da zaremprediñ" pennhêrez Traoñ-an-Dour. Ne blij hini ebet d'ar vamm. Tud Añjela o deus ezhomm eus o merc'h e-barzh er menaj. Aet int war an oad : an tad zo bet ganet e 1861 hag ar vamm e 1867. Labour a-walc'h zo : start eo ar bloavezhioù 30-36 evit ar gouerien rak ar prizioù zo aet d'an traoñ... Hag e 1939 e tigor ar brezel. N'he devez ket Anjela kalz amzer da soñjal en dimeziñ. Labourat a ra kement hag ur mevel. Degas a ra ivez yaouankiz e-barzh en ti.
E 1941 e varv an tad. Ar vaouez yaouank a gemer penn ar menaj. Bez' e plij al labour-douar dezhi. Desket he deus ar vicher digant he zad. Heuliet he doa kentelioù labour-douar dre lizher ivez. Pounner eo ar samm 'vat. E 1951 e varv ar vamm. Pa deu an noz e vez Añjela hec'h-unan ouzh taol. Ur vaouez 46 vloaz eo, merket he c'horf gant al labour. Pell emañ koantenn Traoñ-an-Dour.
Goude ar brezel e cheñch al labour-douar. Adalek 1954 e vez prenet traktorioù ha goroerezed. E 1958 e kroger da adlodennañ an douaroù... Implijad "ar bank a gemer, tamm-ha-tamm, plas ar person". Mestrez Traoñ-an-Dour a gompren ne vo ket a blas eviti el labour-douar nevez. Lenn brezhoneg a rae-hi abaoe yaouank, mes ne oa ket bet gouest da skrivañ anezhañ kent ar bloavezhioù 1960. D'ar mare-se, ma oa-hi o klask ur gelaouenn vrezhonek, e oa bet roet anv Ar Bed keltiek dezhi.
[kemmañ] Ar skrivagnerez
Emsaverez ha broadelourez e oa-hi, ar pezh a oa dibaot a-walc'h evit ur beizantez. Difenn a rae ivez an natur, hag ur gristenez gredus e oa ivez.
Deuet oa-hi da vezañ anavezet e-maez eus bed ar brezhoneg goude un abadenn-dele, Les Conteurs, e 1971.
Skrivet he deus bet e-barzh Al Liamm, Barr-Heol, Ar Bed Keltiek hag Hor Yezh.
Hec'h Oberenn glok zo bet embannet er bloaz 2000. 1 000 skouerenn a oa bet tennet eus ar levr ; gwerzhet int bet buan. Un embannadur all a zo bet e 2005.
[kemmañ] Oberennoù
- Kan an douar. Brest, Al Liamm, 1973
- Traoñ an Dour (embannet goude he marv), Al Liamm, 1982
- Rouzig ar gwiñver, An Here 1989
- Stourm a ran war bep tachenn, embannadurioù Mignoned Anjela, 1998
- Tad-kozh Roperz-Huon (1822-1902), Hor Yezh, 1982 ha 1993.
- Me, Anjela (skridoù plaen), Mouladurioù Hor Yezh, 1986.
- Oberenn glok, 2000, 2005.
[kemmañ] Troidigezhioù
- Lenora Timm, A Modern Breton Political Poet, Anjela Duval A Biography and an Anthology, Studies in French Literature Number 5, Edwin Mellen Press, ISBN 0-88946-570-3, 1990.
- Au fil des saisons - Gant ar mareoù-bloaz, (e div yezh, galleg gant Per Jakez Helias), Coop Breizh, 1995
- Quatre Poires, (e div yezh, galleg gant Paol Keineg), embannadurioù Mignoned Anjela, 2005.
[kemmañ] Diwar he fenn
- Anjela Duval gant Roger Laouenan, Emb. Nature et Bretagne, 1982.
- Lenora Timm, A Modern Breton Political Poet, Anjela Duval A Biography and an Anthology, Studies in French Literature Number 5, Edwin Mellen Press, ISBN 0-88946-570-3, 1990.