Lesbianelezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Studioù ar rev |
Pennadoù all Gwelit ivez |
Implijet e vez an termen lesbianelezh evit ober dave d'an heñvelrevelezh etre maouezed, da lâret eo maouezed ('lesbianed) a gar ha/pe a glask kaout darempredoù reizhel gant maouezed all.
Dont a ra ar ger diwar anv enez Lesbos (gresianeg: Λέσβος) e Gres ma oa genidik anezhi ar varzhez Sappho hag a skrive barzhonegoù-karantez da vaouezed all. Gwechall e veze implijet kentoc'h an termen safourelezh evit ober dave d'ur vaouez hag a gare maouezed all diwar anv ar varzhez brudet-se.
Implijet e veze e kampoù-bac'h an Nazied an tric'horn du evit merkañ ar maouezed dizereat evit er gevredigezh, en o zouez meur a lesbian. Implijet e vez hiziv an tric'horn du evel arouez al lesbianelezh dres evel ma vez implijet an tric'horn roz evel arouez an heñvelrevelezh etre paotred.
E meur a lec'h ma vez kastizet gant al lezenn an heñvelrevelezh etre paotred pe c'hoazh gant ar relijionoù a laka an darempredoù reizhel etre paotred da bec'hed ne vez meneg ebet eus seurt darempredoù karantezel etre maouezed. N'eo ket dre ma vezont kavet mat met kentoc'h peogwir ne vez ket dalc'het kement a gont eus ar maouezed evit eus ar baotred dre vras rak ar maouzed heñvelrevel n'o deus ket an hevelep gwirioù hag an dud arallrevel — ne c'hellont ket eurediñ, da skwer — er broioù ma vez difennet kemend-all ouzh ar baotred heñvelrevel.
[kemmañ] Gwelet ivez
Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |