Loupard koumoulek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
N. nebulosa | |||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Neofelis | ||||
Anv skiantel | |||||
Neofelis nebulosa Griffith, 1821 |
|||||
Statud CITES : | Stagadenn I , Adwel 01-07-1975 |
||||
|
Al loupard koumoulek (Neofelis nebulosa) a zo ur c'hazh krenn e vent (60 - 100 cm evit 11 - 20 kg) eus gevred Azia. Ur blevad bej pe gell sklaer en-deus gant hirgelc'hioù direizh teñval o bevennoù a zo heñvel ouzh koumoul, emezor. En abeg da frammadur e golpenn e renker en ur genad ispisial.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù fizikel
Ur c'horf tagos en-deus al loupard koumoulek hag an dent-lagad hirañ, e-keñver e vent, eus an holl gizhier. An dra-se a lakaas klaskourien'zo da grediñ e argase anevaled vras. Hiziv, daoust m'anavezer nebeut a draoù diwar-benn doare-buhez al loense, e kreder e hemolc'h anevaled-wez dreist-holl, evel ar jiboned pe ar vakaked gant un nebeut bronneged bihan ha hag a-wechoù brasoc'h, kirvi en o zouezh, hag evned.
Al loupard koumoulek a zo ur pigner peurvat. Ul lost ken hir hag e gorf a c'hell kaout hag e c'harioù berr ha gwevn a aotre da fiñval er gwez gwelloc'h eget an holl gizhier arall.
[kemmañ] Annez
Al loupard koumoulek a vez kavet e su Sina, e reter Himalaya, e biz India, e gevred Azia hag e Indonezia. Krediñ a reer ez eo aet da get e Taiwan. Bevañ a ra er c'hoadegoù trovanel pe istrovanel betek 2000 metr dreist-holl, met e gavout a c'heller er geunioù-mor hag er pradennoù.
Pevar ispesad a anavezer :
- Neofelis nebulosa brachyurus: Taiwan (aet da get)
- Neofelis nebulosa diardi: Borneo
- Neofelis nebulosa macrosceloides: Nepal ha Myanmar
- Neofelis nebulosa nebulosa: Su Sina
[kemmañ] Emzalc'h
Mibin tre eo al loupard koumoulek. En ereoù en em skour alies ouzh ar gwezennoù gant e c'harioù a revr en ur implijout e lost da virout e blom. Nebeut a draoù a anavezer a-zivout e emzalc'h en natur. Krediñ a reer e hemolc'h dre en em lezel kouezhout war e breizhoù.
Un aneval-kuzh eo. Kredin a ra ar glaskourien e vev gantañ e unanig estreget e-pad amzer ar gouennadur. Tra ma krede e hemolc'he e-pad an noz dreist holl gwechall e ouzer hiziv e ya er-maez e-pad an deiz ivez.
[kemmañ] Gouennadur
Genel a ra ar barezed etre unan ha pemp kazhig goude un dougen a 85 - 93 devez. Evel reoù kalz kizhier arall eo ar re yaouank dall. Goude dek devez hepken e c'hellont gwelout ha n'int ket oberiant nemet goude pemp sizhun. Da div bloavezh e tizh o oad-gour, war a seblant, met dizalc'h ez int goude dek mizvez. Genel a c'hell ar barezed ur wech pep bloaz.
En ereoù e c'hell al loupard koumoulek bevañ 17 bloavez. Berroc'h eo e spi-buhez en natur, avat.
Diaes eo d'o gouennañ en ereoù peogwir ar piri a lazh alies ar barezed n'int ket boazet outo.
[kemmañ] Mirerezh
N'ouzer ket pegement louparded goumoulek e chom en natur. Krediñ a reer ez eo war zigresk o foblañs en-abeg da zistrujadur o annez ha d'an hemolc'h. War stagadenn I ar CITES emañ.