Republik Soviedel Hungaria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Soviedel Hungaria (hungareg: Tanácsköztársaság), bet krouet en Hungaria d'an 21 a viz Meurzh hag aet da get pevar miz war-lerc'h e penn-kentañ miz Eost 1919.
Eil Republik Soviedel en istor ar bed an hini e oa goude an hini gentañ bet krouet e Rusia e 1917.
Da heul ar C'hentañ Brezel Bed hag a lakaas fin da Impalaeriezh Aostria-Hungaria ne deuas ket a-benn gouarnamant Kont Mihály Károlyi da lakaat war-sav Hungaria, bet adsavet evel ur vro emren d'ar mare-se. Goude c'hwec'h miz e penn ar gouarnamant e oa bet skarzhet ha staliet en e lec'h ur gengevredad enni sokial-demokrated ha komunourion.
Bihan-tre e oa Strollad Komunour Hungaria d'ar mare-se met oberiant-kenañ e oa izili ar strollad ha mont a reas buan-ha-buan war gresk goude ma oa bet krouet er penn-kentañ-holl un nebeud mizioù a-raok en un hotel e Moskva d'ar 4 a viz Du 1918. Gant Béla Kun e penn ar strolladig izizi kentañ e loc'hjont kuit eus Rusia ha skeiñ war-du Hungaria e-lec'h ma teuas meur a hini a-benn da ezelañ ouzh ar Strollad. E miz C'hwevrer 1919 e oa er Strollad etre 30.000 ha 40.000 ezel en holl, en o zouez kalz a dud dilabour, ez-soudarded, tud yaouank ha minorelezhioù etnikel.
Krouet e oa bet gant Kun ur gelaouenn gomunour anvet Vörös Újság ("Keleier Ruz") a dalveze da sevel o mouezh a-nepe da doareoù-ober gouarnamant Károlyi's ha mont a reas war ledanaat levezon ha galloud ar Strollad Komunour er mizioù da heul.
Stagañ a reas ar gomunourion hag an dud a save a-du gante da aozañ manifestadegoù, hag en o zouez manifestadegoù sevel a-enep da gelaouennoù na oant ket a-du gante evel d'an 20 a viz C'hwevrer ma varvas 7 den, en o zouez un archer, pa oa bet taget gante burevioù Népszava ("Bed ar Bobl"), kelaouenn ar sokialour-demokrated. Da heul e oa bet dreuzimpljet an darvoudoù-se gant ar gouarnamant evel un digarez evit herzhel pennoù Strollad Komunour Hungaria ha da difenn Keleir Ruz. Kriz-tre e oa bet an harzhadegoù ha sevel a reas ar boblañs a-du gant ar gomunourion dre vras. D'ar 1 a viz Meurzh e oa bet leusket ar Strollad da embann ar gelaouenn adarre hag addigoret e oa bet sêz ar Strollad. Leusket e oa bet ivez ar gomunourion vac'het da resev tud en toull hag evel-se e oa bet gouest pennoù ar Strollad da heuliañ ar vuhez politikel.
Goude ma oa bet resevet gantañ an Ultimatum Vix ma c'houlenne groñs Frañs e kilfe pelloc'h Arme Hungaria o leusket un takad eus ar vro war o lerc'h, d'an 20 a viz Meurzh e tisklêrias Károlyi e oa gouarnamant Dénes Berinkey o vont da reiñ e dilez, en ur gemmen e vefe savet ur gouarnamant ennañ nemet sokial-demokrated dre ma oa hennezh, hervezañ, ar strollad ma save a-du gantañ an darn vrasañ eus ar boblañs. Kroget e oa bet da neuze klask donta -benn da tizhout un emglev gant ar gomunourion evit gallout lakaat e pleustr ur gouarnamant kevredet ha divizet e oa bet kenstrollañ an daou strollad en ur strollad unvan nevez, gantañ an anv Strollad Sokialour Hungaria. Ne oa ket ket kemennet an diviz-se da Brezidant Károlyi avat, enep-komunour ma oa, ha daoust ha ma krde e oa bet savet ur gouarnamant sokialour, e gwirionez e oa an muiañ a bouez ennañ ar gomunourion.
Ne blije ket re d'ar sokial-deomokrated ar brezel gant an Entente, met ne c'hallas nemet lakaat Hungaria da vont war du Rusia Soviedel.
O jeuliañ skouer Lenin e oa bet staliet gant Kun ur gouarnamant anvet ar C'huzul-Ren Dispac'hel ha gantañ e oa bet disklêriet Republik Soviedel Hungaria en ur skarzhat Prezidant Károlyi d'ar 21 a viz Meurzh. Goude un nebeud deizzioù e oa bet skarzhet gant ar gomunourion ivez an holl sokial-demokrated diouzh ar gouarnamant. Gant ar gouranamant komunour nevez-se e oa bet lakaet fin da wirioù ispisial ha titloù an noblañs, disrannet e oa bet an iliz diouzh ar Stad ha gwarezet e oa bet gwir pep hini da lâret soñj ha d'en em vodañ, krouet e oa bet un deskadurezh digor d'an holl hag evit mann ha gwarezet e oa bet gwirioù yezh ha sevenadur ar minorelezhioù.
Gant ar gouranamant komunour e oa bet lakaet dindan beli ar Stad an armerzh hag ar c'henwerzh hag ivez ar transportoù, an tiez-bank, ar vedisinerezh, ar savadurioù sevenadurel an holl takadoù doar en tu-hont da 40ha hag an doare ma veze ingalet etre ar boblañs an tiez.
Kas a reas ur gemennadenn da RSKS Rusia o tisklêriañ e oa bet staliet "diktatouriezh ar broleteriezh" en Hungaria ha pediñ a reas ur feuremglev gant Rusia evit en em difenn rak an Entente. A-du e oa Rusia evit dont da sikour Republik Soviedel HUngaria met a re a gudennoù a oa dija eno gant ar brezel diabarzh.
Menel e-unan penn a reas gouarnamant nevez Hungaria neuze, ha rankout a reas sevel Gwarded Ruz Hungaria dindan ren Mátyás Rákosi
Lakaet e oa bet diaes Republik Soviedel Hungaria dre m'en em gave etre daou enebour, Roumania ha Tchekoslovakia, hag aloubet e oa bet gant Roumania a-benn ar fin da geñver kreiz miz Ebrel 1919.
Herzhel a reas ar Warded Ruz ouzh Roumaniz da vont pelloc'h a derc'hel a rejont pell oute. E miz Gouere e oa bet goulnnet groñs ouzh ar Republik gant Prezidant Stadoù-Unanet Woodrow Wilson e chomfe a-sav Arme Ruz Hungaria ha kinniget e oa bet gantañ klask kaout un emglev diwar-benn lec'hiadur bevennoù Hungaria.
Mont a reas galloud komunourion Hungaria war izelaat avat pa oa bet kaset da benn gant gouarnamant komunour nevez Antal Dovcsák rebouserezh da heul an taol c'hwitet bet savet a-enep dehze gant ar Sokial-demokrated Vroadel e miz Mezheven.
Gant al lêrvarnioù dispc'hel e oa bet barnet ha lakaet da vervel 590 den bet tamallet oute bezañ bet kemeret perzh en taol a-enep d'ar gouarnamant komunour. Dont a reas da vezañ anavezet ar prosez-se evel ar "Spont Ruz" hag abalour dezhañ ec'h eas war digresk brud vat ar gomunourion dre ar vro.
Diaezetoc'h-diazetoc'h e teas da vezañ evit Republik Hungaria derc'hel penn ouzh daou enebour dreist-holl ma oa aet kuit an darn vrasañ eus ar gomunourion feal da gemer perzh er brezel hag en ur c'hoût e oa ar Strollad Gomunour o koll fiziañ s ar boblañs. Degemer a reas neuze ar c'hinnig bet graet outañ gant an Entente a-benn lakaat Roumania da dialoubiñ Hungaria keit ha ma voe dialoubet Tchekoslovakia gant Hungaria.
O vont kuit diouzh Tchekoslovakia e oa bet lezet Republik Soviedel Slovakia etre daouarn Arme Tchekoslovakia hag a loubet e oa bet gantañ ha diskaret ar Republik Sovidel-se. Diouzh an tu all, avat, ne gilas ket Roumania evel m'he dije ranket ober hervez an emglev, ha taget e voe ganti Budapest.
Trec'h e oa an Entente a-benn ar fin ha tec'ghel a reas Béla Kun betek Aostria d'ar 1 a viz Eost gant komunourion all a renk uhel ha ne vanas war o lerc'h e Budapest nemet un niver bihan a stourmerion, en o zouez György Lukács. Dilennet e oa bet ur gouarnamant nevez gant Soviedad Labourerion Budapest gant Gyula Peidl ouzh e benn, met ne badas nemet un nebeud devezhioù rak d'ar 6 a viz Eost e tegouezhas Arme Roumania e Budapest ha lakaet e oa bet fin d'ar republik Soviedel.
Krehiñ a reas da neuze un taol-chase kriz a-enep d'ar gomunourion anvet ar "Spont Gwenn" ha lazhet e oa bet hep tamm prosez ebet meur a hini hag o doa savet a-du gant ar Republik Soviedel ha bac'het e oa bet meur a hini all, bet leusket da vont kuit d'an Unvaniezh Soviedel war-ler'ch an darn vrasañ anezhe da vare ren Horthy goude ma oa bet sinet un emglev a dne d'an eksemmoù prizonidi etre Hungaria hag URSS.