Tric'horn (kampoù bac'h)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Loskaberzh (Holocaust) |
Diazezoù |
---|
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4 Kampoù-bac'h · Konzentrationslager Roll kampoù-bac’h an nazied · Tric'horn (kampoù bac'h) Gouennlazh |
Yuzevien |
Shoah |
Pogromoù: Nozvezh ar strink |
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź Ghetto Krakovia, Theresienstadt... |
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa... |
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee Aktion Reinhard, Ziklon B |
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau |
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia |
Romed (tsiganed) |
Porajmos |
Slaved |
Generalplan Ost |
Heñvelrevaded ha Lesbianed |
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied |
Torfedourien bennañ |
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo |
Lez-varn Nürnberg |
Peurliesañ e vez implijet tric'hornioù tu-gin a bep seurt liv graet gant danvez ha gwriet war o dilhad evit merkañ an dud bac'het e Kampoù-bac'h an Nazied.
[kemmañ] Ster ar merkoù
Peurliesañ e veze implijet un tric'horn diwar levezon patrom ar skritelloù-hent a dalvez da verkañ an arvar.
Ouzhpenn al livioù e veze implijet lizherennoù ivez evit ober dave da vro c'henidik pep hini:
Setu ar merkoù muiañ-implijet:
- Tric'horn du tu-gin
- Foeterion-vro
- Romed
- Merc'hed sañset "enepsokial", d.l.e. lesbianed, gisti pe merc'hed o doa graet gant hilastalerioù;
- Tric'horn gwer tu-gin: torfedourion/torfedourezed;
- Tric'horn roz tu-gin: heñvelrevidi;
- Tric'horn mouk tu-gin: Testoù Jehovah ha Studierion ar Bibl;
- Tric'horn ruz tu-gin: prizonidi bolitikel. Sur-mat e oa bet dibabet al liv ruz evit ober dave d'ar gomunouriezh met bac'het e oa bet meur a hini all abalamour d'o ideologiezh ha d'o mennozhioù politikel.
Daou dric'horn an eil war c'horre egile:
- Daou dric'horn melen hervez stumm steredenn David: yuzevion/ezed (relijiel pe get, hervez o orinoù-genel);
- Un tric'horn roz gant un tric'horn melen dindanañ: yuzev heñvelreviat;
- Un tric'horn roz gant un tric'horn du dindanañ: tud tamallet da vezañ "saotret ar ouenn", da lâret eo tud aryek hag o dije bet darempredoù gant tud nann-aryek.
Alies e veze merket pep prizioniad/ez gant daou verk d'an nebeutañ ha betek en tu-hont da c'hwec'h.
[kemmañ] Taolenn ar merkoù implijet er c'hampoù-bac'h
Enebourion bolitikel | Torfedourion/ezed | Ezbroidi/ezed | Studierion ar Bibl | heñvelrevidi | Tud enepsokial | ||
Livioù pennañ | |||||||
Merkoù adfeilhañ | |||||||
Batailhoned kastiz | |||||||
Merkoù evit yuzevion/ezed | See Note 1 |
||||||
Merkoù ispisial | Gour tamallet da vezañ saotret ar ouenn |
Maouez tamallet da vezañ saotret ar ouenn |
Tud a c'hellfe tec'hel kuit |
Niverenn ar brizonidi Prizonidi ispisial: brec'hwisk gell |
Urzh ar merkoù: Niverenn ar bac'hiad/ez, barenn adfeilhañ, tric'horn pe steredenn, batailhon kastiz, bac'hiad a c'hellfe tec'hel |
||
Polonad/ez: "P" war un tric'horn ruz |
Tchekad/ez: "T" war un tric'horn ruz |
Tud an arme: Tric'horn ruz tu-mat |
- (Plant 1988 and [1])