Æ (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
æ
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Æ, æ a zo ul lizherenn latin ispisial implijet en islandeg (distaget [ai]), e faeroeg (distaget [ɛa] pa vez hir hag [a] pa vez berr), e daneg (distaget [ɛ]) ha norvegeg (distaget [æ]).
Implijet e vez ivez gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel evit skrivañ son ar vogalenn [æ].
Implijet e veze ivez e hensaozneg evit skrivañ ar vogalenn [æ], distaget c'hoazh evel-se e rannyezhoù zo hiziv met bremañ skrivet a. Æsc (“onnenn”) e oa anv al lizherenn-se, bet kemeret hervez anv ar run distaget en hevelep doare.
E latin klasel e veze implijet al lizherenn-mañ ivez evit ober diouzh an diftongenn [ae], skrivet war-lerc'h ę hag e hepmuiken da c'houde.
Kavet e vez ivez e krennvrezhoneg ha diwezhatoc'h betek ar brezhoneg rakvodern.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |