Afrika
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
An eil kevandir e-keñver gorread koulz ha poblañs eo Afrika. En em ledañ a ra war 30 244 050 km2 gant an inizi nes dezhi, da lavaret eo war 20,30 dre gant eus gorread an douaroù a gaver er Voul-douar. En e 54 riez ez eus 800 milion a annezidi o vevañ, war-dro ur seizhvedenn eus poblañs ar bed.
[kemmañ] Gerdarzh
Dont a ra an anv eus an hini roet gant ar Romaned, Africa terra = douar an Afri (Afer eo an unander e latin), pa n’anavezent nemet lodenn Norzh ar c'hevandir. Pa zeuas Norzhafrika da vezañ ur broviñs roman ne oa douar an Afri nemet Tunizia vodern, Karthada o vezañ ar gêr-benn d'ar mare-se.
Un nebeud martezeadennoù war gerdarzh an anv :
- Afar (poultrenn) e fenikianeg
- meuriad an Afri, ur bobl Berber a c'hellfe bezañ bet o chom war-dro Karthada
- aphrike, ur ger henc'hresianeg a c'hellfe talvezout evit "ha n'eo ket yen"
- aprica e latin, ur ger a dalvez an amzer-nevez
Egipt a veze renket en Azia a-raok an douaroniour Ptolemaios (85 - 165), hemañ eo a lakaas an harz etre Afrika hag Azia a-hed Kanol Suez hag ar Mor ruz.
[kemmañ] Douaroniezh
Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Oseania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |