Aostria-Hungaria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||||
Kanoù broadel | Volkshymne (Aostria) Himnusz (Hungaria) |
||||||||
Yezhoù ofisiel | Aostria: Alamaneg, Tchekeg, Poloneg, Ukraineg, Italianeg, Roumaneg, Sloveneg, Kroateg... (12 yezh en holl) Hungaria: Hungareg, Latin |
||||||||
Kêr-benn | Vienna (Wien) | ||||||||
Gorread | 680,887 km² (1907) | ||||||||
Poblañs | 48,592,000 (1907) | ||||||||
Unpennoù | Franz Josef I (1867-1916) Karl I (1916-1918) |
||||||||
Moneiz | Kurun Aostrian (adalek 1892) |
Aostria-Hungaria a oa kevredad an div stad meneget en anv ar vro. Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806 - 1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918. Dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl I Habsbourg-Loren er bloavezh-se, e voe dispennet ar c'hevredad. Diazezet e oa meur a stad war e dachenn: Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Kouezhañ a rae rannvroioù zo e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.
Anv ofisiel ar c'hevredad a dalveze kement hag "Ar rouantelezhioù ha broioù dezho kannaded e Breujoù an Impalaeriezh ha broioù kurun santel hungarian Sant István". "Monarkiezh K & K" (diwar an alamaneg kaiserlich & königlich, "impalaerel ha roueel") a veze graet anezhañ ivez.
Taolenn |
[kemmañ] Yezhoù Aostria-Hungaria
Niver ha dregantad a yezherien er boblañs a-bezh e 1910
Yezh | Niver a yezherien |
Dregantad |
---|---|---|
Alamaneg | 12.006.521 | 23,36 |
Hungareg | 10.056.315 | 19,57 |
Tchekeg | 6.442.133 | 12,54 |
Poloneg | 4.976.804 | 9,68 |
Serbeg ha kroateg | 4.380.891 | 8,52 |
Ukraineg | 3.997.831 | 7,78 |
Roumaneg | 3.224.147 | 6,27 |
Slovakeg | 1.967.970 | 3,83 |
Sloveneg | 1.255.620 | 2,44 |
Italianeg | 768.422 | 1,50 |
Yezhoù all | 2.313.569 | 4,51 |
En holl | 51.390.223 | 100,00 |
Kartenn:Bevennoù yezhoù Aostria-Hungaria e 1911
[kemmañ] Roll broioù Aostria-Hungaria
[kemmañ] Broioù Cisleithania (Aostria)
- Rouantelezh Bohemia
- Rouantelezh Dalmatia
- Rouantelezh Galisia ha Lodomeria
- Dugelezh Veur Aostria-Izel hag Aostria-Uhel
- Dugelezh Boukovina
- Dugelezh Karintia
- Dugelezh Karniola
- Dugelezh Salzburg
- Dugelezh Silesia
- Dugelezh Stiria
- Markgrafelezh Moravia
- Priñselezh Tirol ha Vorarlberg
- Küstenland ("Bro an Aodoù")
[kemmañ] Broioù Transleithania (Hungaria)
[kemmañ] Bro dindan melestradurezh voutin Aostria hag Hungaria
- Bosnia-Herzegovina
[kemmañ] Liammoù diavaez
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |