Bourdel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Unan eus kêrioù bras Merwent Frañs eo Bourdel (Bordèu en okitaneg ha distaget [burˈðɛw]) en okitaneg gwaskognek, Bordeaux e galleg ha distaget [bɔʀˈdo]), houmañ eo kêr-benn Rannvro Akwitania (Aquitaine e galleg uhel, Gwaskogn e penn ar Grennamzer), bet ar Guienne e parlantoù ar bobl, degemeret evel ar Guyenne dindan ar rouantelezh gall). Penn-lec'h departamant ar Gironde eo ivez, 229 000 annezad enni ha 955 200 en he zolpad-kêrioù. Treuzet eo gant ar stêr vras Garona ha Bourdeliz a vez graet eus hec'h annezidi.
Brudet eo ar gêr er bed a-bezh abalamour d'ar gwiniegi a zo tro-war-dro dezhi hag a zo anvet Gwiniegi Bourdel. Dre ar porzh-mor, war un aber hir-meurbet (98 km etre Bourdel hag ar mor, al lanv a ya 20 km pelloc'h c'hoazh) ez eus bet ezporzhiet kementadoù divent a win abaoe m'eo bet plantet ar gwini gant ar Romaned er Iañ kantved.
[kemmañ] Ger-ardamez
Lilia sola regunt lunam, undas, castra, leonem, « N'eus nemet ar flourdiliz hag a ren al loar, an dour, ar c'hastell hag al leon ».
Displegadennoù :
- Ar flourdiliz : ardamez rouaned Bro-C'hall o deus adstaliet o beli war Bourdel ha Gwaskogn e 1453 diwar goust ar Saozon;
- Al loar : diwar kammdro ar Garona e vez graet "porzh al loar" eus porzh Bourdel;
- An dour : ur porzh-mor hag ur porzh war ur stêr eo Bourdel;
- Ar c'hastell : ar C'hastell-Trompilh, savet gant Vauban war urzh ar roue gall Loeiz XIV war al lec'hienn m'emañ leurgêr vras an Ilgroazioù (esplanade des Quinconces) warni hiziv;
- Al leon : elfenn ardamez Gwaskogn (hag Akwitania war an dro).
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Henamzer
E mare ar Romaned ez eus roud eus Burdigala evel anv ar gêr, un anv a c'hellfe bezañ euskarek kozh (burdi = houarn, gala = teuziadur) ken e veze marteze govelioù eno. Dre Bordigala ha Bordale (anv euskarek) e c'hellfe bezañ aet an anv orin da Vourdel.
Evit gwir eo bet savet Bourdel en Patrom:IIIvet kantved gant Bituriged Vivisk ('Bituriged dilec'hiet'), ar re-se ur bobl c'halian o tont eus takad Bourges. Staliet e oa war un adstêr gleiz d'ar Garon, an Dévèze, met ne oa ket al lec'hienn eus ar c'hentañ pa veze geunioù flaerius tro-war-dro.
E Bourdel, war-dro 310 eo bet ganet Decimus Magnus Ausonius, kelenner war an helavarded hag ar yezhadur hag ur barzh latin ivez. War-dro 367 e yeas da digelenner an danvez-impalaer Gratian.