Bus stlennegel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un hollad ereoù alvezel (funioù pe forzhioù amredoù kevanek) e c'hell lies aveadurioù periantel korvoiñ ent boutin da gehentiñ eo ur bus stlennegel. Pal ar bus eo izelaat niver a forzhioù arveret da gehentiñ o voutinañ ur forzh roadennoù nemetken. "Hent tizh ar roadennoù" e vez graet anezhañ a-wechoù.
Bete-gouzout e vije al linenn o kwazañ evit kehentiñ daou barzh periantel e vez graet anezhi "porzh periantel" (porzh a-steud, porzh a-stur...).
[kemmañ] Aroueziadurioù ar bus
Dezverket e vez ar bus gant niver ar stennoù treuzkaset ent diaser. Klotaat a ra an niver-se (e bitoù) gant niver a linennoù alvezel a ra d'ober an bus ha e vez treuzkaset ar roadennoù gante ent diaser. Ur bus 32 linenn dezhañ a c'hell neuze treuzkas stlennoù a-stur war an 32 linenn. Niver a linennoù a ra d'ober ledander ar bus.
Dezverket e vez ur bus ouzhpenn gant e dalm (e Hertz) eleze niver duilhioù roadennoù degemeret pe kaset dre eilenn. Graet e vez kor eus pep treuzkas pe degemer roadennoù. Evel-se e c'heller anavezout kas uc'hek ur bus (pe feur treuzkas uc'hek), eleze ar c'hementad roadennoù e c'hell dezougen ur bus dre unanenn amzer, o lieskementiñ e ledander gant e dalm.
Ur bus a zo e ledander 16 bit hag e dalm 133 Hz a zo e gas :
16 * 133.106 = 2128.106bit / s
pe 2128.106 / 8 = 266.106eizhbit / s
pe 266.106 / 1000 = 266.103ke / s = 266Me / S
[kemmañ] Aozañ ar bus
Aozet e vez ur bus gant un hollad a 50 pe 100 linenn alvezel e c'heller rankañ anezhe e tri is-rummad talvoudus :
- Ar bus ennegoù arveret da dreuzkas an ennegoù memor e fell d'ar c'hewerier haeziñ dezhañ da lenn pe skrivañ ur road. Ur bus unank eo.
- Ar bus roadennoù a dreuzkas an ditouroù o tont pe da vont eus pe d'ar c'hewerier. Ur bus daouank eo.
- Ar bus reoliñ a dreuzkas an urzhiadoù hag an arhentoù goubredañ o tont eus an unvez lankañ hag o vont d'ar parzhioù periantel. Ur bus daouank eo.
[kemmañ] Ar busoù pennañ
E-barzh un urzhiataer e c'heller desellout daou rizh bus :
- Ar bus reizhiad pe bus diabarzh ("frond-side bus" e saozneg). Kevaraezañ a ra ar c'hewerier da gehentiñ gant memor greiz an urzhiataer (ar vemor vresk pe RAM).
- Ar bus askouezh pe bus enankañ/ec'hankañ a ro an tu da barzhioù an urzhiataer da gehentiñ an eil re gant ar re all (kantennoù kalet, porzh USB, porzh a-steud...). Galloud a reer ouzhpennañ trobarzhelloù nevez oc'h arverañ kennaskerioù askouezhañ ("slots") kennasket ouzh ar bus enankañ/ec'hankañ.