Impalaeriezh roman
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Gant al lavarenn Impalaeriezh roman e roer da intent daou dra war un dro :
- Ur riez a oa he c'hêr-benn e Kêr Roma hag he doa kaset da benn kontrolliñ an holl diriadoù en-dro d'ar Mor Kreizdouar e-pad an Henamzer
- Ar renad a veze ar riez-se aozet dindani adalek diwezh ar Iañ kantved kent Jezuz-Krist
[kemmañ] Renad an Impalaeriezh roman
Staliet eo bet ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), hemañ gourniz hag advab Kezar, goude brezelioù diabarzh c'hoarvezet e diwezh ar Republik roman. Peurvuiañ e roer evel e deroù ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist pa oa roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ. Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel ar saviad ma oa ar riez dindanañ adalek Emgann Actium (31 kent Jezuz-Krist) pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh diwar mare diktatorelezh Kaezar.
Biskoazh n'eo bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o doa ar Romaned ma vije renet ur cheñchamant e-enep d'an henvoazioù hag a-enep da youl an doueoù marteze. Hervez an istor ofisiel diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps e oa e ditl boutinañ ha ne oa nemet hini ar senedour en doa droad evit komz e penn kentañ an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa sonje ar Romaned e oa ar pep kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet spis outañ.
Evit abeg aon ar cheñchamant e veze kustum ivez e mareoù kentañ reiñ d'ar princeps an titl a goñsul, uhelañ magistraderezh ar Republik.
Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv Kezar a-raok e anv-familh dezhañ ha diwar ar skouer-mañ eo bet graet ar memes tra gant an impalaerien all. Un titl eo deuet da vezañ, kevatal da impalaer hag e kaver Tsar, pe Ksar, evel anv a enor roet d'an impalaer rusian ha Kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.
Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps hag en o zouez hini Imperator. Roet e veze en a-raok d'ar jeneral trec'hour gant e soudarded. Diouzh ar ger-se e teu impalaer.
[kemmañ] Gwelet ivez
Da vezañ kendalc'het