Istanbul
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali er bajenn gaozeadenn.
Brasañ kêr Turkia eo Istanbul ha, goude bezañ bet ar gêr-benn bolitikel eus an impalaeriezh ottoman e-doug pemp c'hantved, ar gêr-benn armerzhel eo hep mar pa' eus 13 milion annezad en he zolpad-kêrioù. Ur c'hroazhent staliet war div ribl strizh-mor ar Bosfor eo, eus ar re treizhet pa weler un gourhent o vont eus Reter Europa da Su Azia hag un hent-houarn ivez, an daou o treizh a-us un tremen war vor gant miliadoù a listri-samm (meur a eoulestr en o zouezh) o kas-degas marc'hadourezhioù etre broioù ar Mor du ha broioù ar Mor Kreizdouar ha pelloc'h c'hoazh. Eus ar galleg o trevezañ ar gresianeg εις τήν Πόλι(ν), Eis tin Poli(n), = e tu ar gêr) e teufe anv Istanbul (azazaet d'an turkeg), un anv dibabet gant an impalaer ottoman trec'hour, Mahmut II pa aloubas Kergustentin e 1453. Lod a lavar e teufe an anv eus Konstantinopoulis berraet. Koulskoude e veze graet gant Stamboul/Istanbul nemet evit ar gêr gozh. E 1930 e e voe astennet an anv d'an tolpad-kêrioù.
[kemmañ] Istor
Evit an amzerioù a-raok 1453 ez eus da sellet ouzh istor Kergustentin hag hini an impalaeriezh roman ar Reter