Jacques Prévert
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jacques Prévert zo ur barzh hag ur senarioour gall bet ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1900 e Neuilly-sur-Seine, ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 1977 en Omonville-la-Petite (Manche). E varzhonegoù zo brudet-bras, lakaet muzik warno, ha desket e-barzh ar skolioù.
[kemmañ] Buhez
Tremenet en deus e vugaleaj e Pariz diwar 1907, o kavout hir e amzer er skol. E dad, kritik-teatr, a gase anezhañ alies da welet pezhioù. E vamm a vounte anezhañ da lenn. Goude tapout e sertifikad gantañ, en deus dilezet ar skol, da vont da labourat e-barzh ur vagazin vras Le Bon Marché. War-lerc'h e oa bet mobilizet e 1918, ha kaset d'ar Reter-Tostañ goude ar brezel.
Neuze en deus kemeret perzh e-barzh ar mouvamant surealist, e-barzh Group ar Rue du Château, assambles gant Raymond Queneau, Marcel Duhamel, Robert Desnos, tud all... daoust d'e spered bezañ re libr evit dezhañ heuliañ strollad ebet, ne vern pehini. Krouet en deus un ti-produiñ en 1928, asambles gant e vreur Pierre, setu-eñ senarioour ha dialogour eus ar brasañ filmoù gall eus ar bloavezhioù 1940. E 1932 e oa staget da skrivañ traoù evit pezh a vo diwezhatoc'h ar strollad Octobre. E varzhonegoù zo bet lakaet muzik warne brav-tre gant Joseph Kosma diwar 1933. Kompoziñ a ra ivez pezhioù-teatr. E levr-barzhonegoù Paroles, embannet en 1946, en deus lakaet anezhañ da vezañ brudet-bras. Perzh en deus kemered ivez e-barzh ar c'hCollège de Pataphysique diwar 1953.
[kemmañ] Levrioù
- Paroles (1946)
- Contes pour enfants pas sages (1947)
- Spectacle (1951)
- Lettre des îles Baladar (1952)
- Tour de chant (1953)
- La pluie et le beau temps (1955)
- Histoires (1963)
- Fatras (1966)
[kemmañ] Filmoù
Jacques Prévert en deus skrivet ar scenario hag a-wezhioù an divizoù eus ar filmoù-mañ :