Masaneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh tchadek eus skourr ar yezhoù masek eo ar masaneg (masana, masa pe banana) komzet gant tro-dro da 212.000 den en holl e mervent Tchad (109.093 den e 1993) hag e Kameroun (103.000 den e 1982).
Nav rannyezh ez eus:
- ar yagwaeg ('yagwa pe yagoua)
- ar bongoreg (bongor)
- ar wimaeg (wina pe viri)
- ar walieg (walya pe walia)
- an domoeg (domo)
- ar gizayeg (gizay, guissey pe gisey)
- ar bougoudoumeg (bugudum pe budugum)
- ar goumayeg (gumay pe goumaye)
- ar hameg (ham)
Komprenet e vez ar yagwaeg gant tud a ra gant ar rannyezhoù all.
Notenn Implijet e evz an termen bananeg (banana) gant meuriadoù tro-war-dro evit ober goap eus an dud a ra gant ar yezh-mañ.