Mic'hail Botvinnik
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mic'hail Moiseyevitch Botvinnik (ruseg: Михаи́л Моисе́евич Ботви́нник), bet ganet d'ar 17 a viz Eost 1911 e Kuokkala (bremañ: Repino), nepell eus Vyborg, marvet d'ar 5 a viz Mae 1995.
Mestrc'hoarier echedoù rusian, kampion Unvaniezh Soviedel e 1931 , 1933, 1939, 1941, 1945 ha 1952.
14 vloaz e voe pa drec'has José Raúl Capablanca , kampion ar bed.
Chom a reas Botvinnik kampion ar bed adalek 1948 betek 1963 dre vras, gant un nebeud toulloù koulskoude. E 1963 e kollas e ditl a-enep da Tigran Petrosian.
En e skol e tegemeras Anatolij Karpov p'edo daouzek vloaz, met ne welas dazont ebet gant ar paotr yaouank war tachenn an echedoù; hemañ a zeuas buan da vout ar mestr yaouankañ eus an Unvaniezh Soviedel koulskoude.
[kemmañ] Ar Garadenn Botvinnik
[kemmañ] Oberenn skrivet
- Botvinnik, Mikhail, One Hundred Selected Games, Dover, 1961,1981, ISBN 0486206203.
[kemmañ] Liammoù diavaez
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan