Profeded
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue pe un diougan hag ur seurt divinour eo. Dont a ra an termen eus ar gresianeg προφήτης (profetis).
Evel kannad un doue e teu, sañset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskuliañ ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reoù e relijion, ar feizad a wel ar brofeded all evel faos.
N'eo ket un divinour ordinal ar profed, rak hennezh a ziskulia dazont an den pe an toullad tud o-deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue eo ar profed hag e embann ma ra hervez e bolontez. A enep da menozioù e genpredidi e ya ar profed, seul vui e embann kemennoù ha dañjeroù da ziwall dezho.
E metoù ar yuzeviezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-levar "Ar Brofeded" evit levrioù ar Brofeded a gaver e Bibl (e lodenn an Testamant nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger Neviim eo, da lavaret eo liester nabi. (נביא)
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levrioù-se gant ar yuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.
- Pa vez kaoz eus ar Profed e levrioù a denn d'an islam, un dave da Mohammed eo.
- Ar Profed a zo ivez tiltl ul levr skrivet gant C'halil Djubran (1883-1931), ur skrivagner libanat.
- Ar Brofeded ( (نبيّ [nabīy], profed, liester أنْبياء [anbiyā']) eo titl sourad XXI ar C'horan.
Taolenn |
[kemmañ] Un nebeud a brofeded all
- Zaratoustra, profed persat, diazezer ar mazdegezh (628-551 kent Jezuz-Krist).
- Mahâvîra (Vardhamana), profed persat, diazezer ar jainegezh (599-527 kent Jezuz-Krist.)
- Bouddha (Siddhârta Gautama), diazezer indian ar voudaegezh (war-dro 560-480 kent Jezuz-Krist).
- Mani (Manès) profed persat, diazezer ar manikegezh (216-277 goude Jezuz-Krist.).
- Mohammed , profed arab, diazezer an islam (570-632). Er C'horan e kaver anvioù un toullad a brofeded.
- Joseph Smith, profed amerikan, diazezer ar mormoned
(1805-liñchet e 1844),
- Ar Bâb (Sayyid Ali Muhammad), profed persat, diazezer ar babiegezh (1819-1850).
- Baha'ullah (Mirza Hosaynali Nuri), profed persat, diazezer ar bahaiegezh (1817-1892).
[kemmañ] Profeded an Testamant kozh
Sell ouzh pennad war Levrioù ar Brofeded ar Bibl.
[kemmañ] Profeded an Testamant nevez
Jezuz a Nazareth a zo lakaet evel profed koulz ar C'hrist (an olevet) hag ar Mesia.
En Testamant nevez an Avieloù e weler meneget meur a wech Yann-Vadezour evel ur profed , hag ur wech e lavavar Lukaz (II- 36-38) eus ar brofedez Hannah (Anna) hag hi un intañvez kozh o prezegenniñ e-barzh Templ Jeruzalem diwar-benn Jezuz-Krist.
Meur a wech ez eus kaoz eus profeded disanv hag int a zo tud o-deus resevet donezonoù digant ar Spered santel.
Pa vez kaoz eus profeded all, re an Testamant kozh eo.
[kemmañ] Profeded an islam
Er penn kentañ e kaver Mohammed a lavar eo-eñ siell ar profeded (kompren ar profed diwezhañ) p'en-deus lakaet ar C'horan da vezañ diskuliet.
N'eus nemet 25 profed ha roet o anv er C'horan. En ur hadith (bomm-lavar Mohammed pennaouet goude e varv) eo bet meneget m'eo bet ur profed evit pep pobl hag 124 000 en holl. An hini kentañ a zo bet Ada hag ar re vrasañ, a-raok Mohammed, a zo bet Noe, Abraham, Moizez ha Jezuz.
Meneget eo er C'horan ivez, meur a rasoul(rasûl) (kannad) hag en o zouez patriarched ha n'int ket gwelet evel profeded er Bibl.
En sourated XXI (Ar Brofeded), IV (Ar maouezed), et III (`Imran) eo bet meneget profeded e roll an "dud reizh" (الصَّالِحِين [aṣ-ṣāliḥīn]).
Ada (III; 33) (آدم [ādam]) |
Enok (XXI; 85) (إدريس [idrīs], Idrîs) |
Noé (VII ; 61) (نوح [nūḥ], Nuh) |
Abraham (XIX ; 41) (إبراهيم [ibrāhīm], Ibrâhîm) |
Ismael (IV ; 163) ( إسماعيل [ismā`īl], Ismâ`îl) |
Lot (XXVI ; 162) (لوط [lūṭ], Lût) |
Izaak (XXXVII ; 112) (إسحاق [isḥāq], Ishâq) |
Yakob (IV ; 163) (يعقوب [ya`qūb], Ya`qûb) |
Joseph (XII) (يوسف [yūsuf], Yûsuf) |
Moizez (VII ; 104) (مُوسَى [mūsā], Mûsâ) |
Aaron (IV ; 163) (هارون [hārūn], Hârûn) |
Job (IV ; 163) (أَيّوب [ayyūb], Ayyûb) |
Jonaz (XXXVII; 139) (يونس [yūnas], Yûnas) |
Salaün (Testamant kozh) (IV ; 163) (سُلَيْمان [sulaymān], Sulaymân) |
David (IV ; 163) (داوود [dāwūd], Dâwûd) |
Iliaz (XXXVII ; 123) (إِلْيَاس [ilyās], Ilyâs) |
Elize (VI; 86) (اليَسَعَ [al-yās`a], al-Yâs`a) |
Ezekiel (XXI; 85) (ذَو الكِفْل [δū'l-kifl], Dhû'l-Kifl)( |
Meneget evel profeded en Testamant nevez nemetken :
[[Zakaria (tad da Yan-Vadezour)] (XXI; 89) (زَكَرِيَّا [zakarīyā]) |
Joachim (III) (عمران [`imran], `Imran) |
Yan-Vadezour (III; 39) (يحْيى [yaḥyā], Yahyâ) |
Jezuz a Nazareth (III; 49) (عِيسى [`īsā], `Isâ) |
Profedoù arab a zo, un nebeud anezho meneget er Bibl ha pep hini a zo bet profed evit ur meuriad arab.
Hûd profed an `Aded (VII; 67) (هود [hūd]) |
Jethro profed ar Vadianed (VII; 85) (شُعَيْب [šu`ayb],: Chu`ayb) |
Sâlih profed an Thamûd (VII; 73) (صالح [ṣāliḥ]) |
"An hini diwezhañ a zo Mohammed. Pep profed a zo bet skarzhet eus egumuniezh ha distrujet eo bet homañ gant Doue...Biskoazh n'hon-eus kastizet ur bobl a-raok m'hon-eus kaset ur profed dezhi".
-
- Koran (XVII ; 15)
[kemmañ] Sell ivez
- Divinour
- Ar Bibl
- Ar C'horan