Sant Briag
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Briag a oa un abad eus Bro-Iwerzhon. Evel kalz a dud all en e amzer e oa bet stummet evit ar vuhez vanac'h e Kembre gant sant Tudwal. Hemañ a zibabas ur bagad dek manac'h ha tri-ugent da vont gantañ da avieliñ Breizh-Vihan, ha Briag a oa en o zouez. Fiziet e voe ennañ renerezh ur manati el lec'h m'emañ Boulvriag bremañ. Aet e vije da anaon er bloaz 555.
Lidet e vez e ouel d'ar 17 a viz Kerzu.
Parrez Sant-Briag, en eskopti kozh Sant-Maloù, a zo dediet dezhañ ivez, ha meur a chapel hag anv-lec'h dre Vreizh a-bezh.