Ti
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali er bajenn gaozeadenn.
Ur seurt savadur evit an annez eo an ti (liester : tiez ha tier ivez). Dre vras e vez an ti graet e materioù (danvezioù) fetis evel prenn, brikennoù, mein, pri pe vetaloù evit ober ar framm. Pa vez graet un annez gant danvezioù skañvoc'h (brankoù, pileroù prenn) e vez kaoz eus ul loj. Un ti a zo dezhañ ur gorread na re vihan na re vras evit pourchas lojeiz ur familh pe un nebeut familh ha pa vez meur a familh o chom e vez kaoz eus ur mellad-ti pe ur c'hendi. P'eo bihan an ti e vez kaoz eus ur pennti.
En ur ster ledanaet eo ivez an ti bep a savadur bras ha bihan hag e vez graet ennañ un obererezh bennak resisaet el lavarenn, ti-skol da skouer, ha peurvuiañ n'eus ket a lojeiz e-barzh (sell ouzh roll ar gerioù gant resisaat + ti ha gant ti + resisaat a-is).
Taolenn |
[kemmañ] Istor savouriezh an tiez
[kemmañ] Gerioù gant ti enno
[kemmañ] Gerioù deveret
- tiad
- tieg
- tiegezh
- tiegezhiad
[kemmañ] Gerioù gant resisaat + ti
- abati
- eskopti, arc'heskopti
- kanndi
- kannati
- karrdi
- kendi
- klañvdi
- kouldri (klomdi e gwenedeg)
- leandi
- leti
- maerdi (anv-familh hag lec'hanv Le Merdy e galleg pe Maeri e gwenedeg)
- manati
- mellad-ti
- peniti
- pennti
- prefeti, isprefeti
- preti