Douaroniezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Geografiezh pe jeografi (deus ar galleg diwar al latin geographia, ger gresianek a-orin γη (ge) pe γεια (gaea): douar ha γραφειν (graphein) : skrivañ). Ger heñvelster bet savet gant Vallée: douaroniezh.
[kemmañ] Termeniñ
Ar jeografi zo ur siañs a-fed studiañ darvoudoù fisik, biolojik, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl studiañ penaoz int ingalet ennañ. Sed ar galloudoù o ren warne hag an darempredoù kenetreze. Deskrivañ an Douar evid an doare m'eo saved eo al lodenn gentañ eus gouiziegezh ar bed, sed jeografi fisik. Gant al lodenn all ez eus kaoz deus gouzoud toud a-fed Mad-Den, sed jeografi-an-dud.