Niver diouerus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
E matematik e vez graet niver diouerus eus an niveroù anterin n a-seurt gant σ(n) < 2n, e lec'h m'eo σ ar fonksion a ro sammad rannerioù n, n en o zouez. An talvoud σ(n) - 2n a vez graet puilhentez n anezhañ. Negativel strizh eo ar builhentez-se evit an niveroù diouerus, null evit an niveroù peurvat ha pozitivel strizh evit an niveroù puilh.
Degaset e oa bet an niveroù diouerus gant Nicomachus en Introductio Arithmetica. An niveroù diouerus kentañ eo : 1, 2, 3, 4, 5, 7, 8, 9, 10, 11, 13, ...
Bez' ez eus un niver anfin a niveroù diouerus par hag ampar. Da skouer eo diouerus an holl niveroù primel
[kemmañ] Gwelet ivez :
Niver puilh - Niver karantezus - Niver peurvat - Niver primel - Niver kazi peurvat - Niver hegarat.