Kazh-ki
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
'A. jubatus | |||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Acinonyx | ||||
Anv skiantel | |||||
Acinonyx jubatus Schreber, 1775 |
|||||
Statud CITES : | Stagadenn I , Adwel 01-07-1975 |
||||
|
Ar c'hazh-ki (Acinonyx jubatus) a zo un izel eus kerentad ar felidae. Er'c'hontrol d'ar c'hizhier arall e vez oc'h ober gant e vuander da dapout e breizhoù. An aneval douarel buanañ eo. Galloud a ra tizhout 112 km/e ha tremen eus 0 da 100 km/e e 3.5 eilenn, ar pezh a zo buanoc'h eget ar SLR McLaren, al Lamborghini Murciélago pe ar F/A-18 Hornet.
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
Ar c'hazh-ki en-deus ur c'horf moan hag hir gant skilfoù na c'hell ket kuzhat penn-da-benn. Ledan eo e vruched ha strizh e zargreiz.
Pouezañ a ra etre 40 ha 65 kg ha muzuliañ a ra etre 112 cm ha 135 cm gant ul lost a 84 cm. Ar piri a zo un tammig brsoc'h eget ar barezed hag un tammig brasoc'h eo o fenn met diaes eo d'o disheñvelinñ dre o ment hepken.
Melen eo blevad ar c'hizhier-ki gant saotroù du a skoazell anezho da guzhat. Linennoù du a red eus kornioù o daoulagad betek ar c'hroñj. Gwenn eo o c'hof ha saotroù o lost en em deuz e peder pe c'hwec'h gwalenn du.
Gant ur bouchad a vlev gwenn e echu o lost. Un nebeut pennoù o-deus saotroù ledanoc'h. Gwechall e kreded e furment un ispesad dizalc'h, kazh-ki roueel hec'h anv met gouzout a ouzer hiziv n'int nemet ur c'hemmadur eus ar c'hazh-ki afrikan. Ral ez eo ar c'hizhier-ki en natur met un nebeut anezho a zo bet ganet en ereoù.
Skilfoù damguzh na gaver e-touez kazh arall ebet en-deus ar c'hazh-ki. O implijout a ra da gaout muioc'h stabilded pa vez o redeg. Ret eo notenniñ n'eo ket ar stagelloù disheñvel ouzh re ar c'hizhier arall met mankout a reont ar c'heoñ a c'holo o skilfoù ha tav gwelus ez eo ar re-mañ. Skilfoù ar c'hazh-ki a zo berroc'h ivez eget re izili arall ar gerentad.
Ul livenn-gein weven, ur galon hag un avu bras, divfron ledan ha skevent galloudus en-feus ar c'hazh-ki. An traoù a ro tro dezhañ da vezañ prezher buanañ Afrika. Da 110 km/e e c'hel redeg ha gaoliat 7-8 metr en ur rampad hepken.
Er c'hontrol d'ar c'hizhier meur gwir e c'hell ar c'hazh-ki rouzmouzat met ne c'hell ket ruoc'hal. Ar c'hizhier meur (leon, panterenn, jaguar ha tigr) a c'hell ruoc'hal met ne c'hellont ket rouzmouzat, estreget pa zic'hwezhont. Daoust d'an dra-se e lakaer, wechoù'zo, ar c'hazh-ki d'an hini bihanañ eus ar c'hizhier meur.
Galloud a reer kemmeskañ ar chazh-ki gant ar banterenn met disheñvel eo e gorf, moanoc'h ha gant ul lost hiroc'h. Ur spesad gloazus eo ar c'hazh ki. N'en em ra ket mat ouzh endroioù nevez ha diaes tre eo d'e c'houennañ en erreoù. Hemolc'het e veze evit e vlevad gwechall met gouzañv a ra hiziv eus distrujadur e annez dreist holl. Ar bleizbroc'h hag al leon eo e enebourien naturel.
Ar c'hazh kentidikañ eo ha betek n'eus ket pell'zo e kreder e oa bet aet diwar-well 18 milion a vloavezhioù'zo met studioù nevez a zamveneg o-doa kroreg hendadoùar c'hizhier da zisheñveliñ an eil ouzh an egile 11 milion a vloavezhioù'zo hepken.
[kemmañ] Rummouriezh
Anv ar genad Acinonyx a dalvez "n'en-deus mui a skilfoù" e gresianeg tra ma talvez anv ar spesad jubatus "moueek", un dave d'ar voue a zo gant ar c'hizhierig-ki. Ar c'hazh nemetañ na c'hell ket kush e skilfoù eo. Ar re-mañ o-deus an hevelep implij ha re ar gieged. Eus an dra-se e teu e anv brezhonek.
Cheetah e vez anvet e saozneg, ur ger a zeu eus an hindieg chiitaa, hag a c'hellfe dont eus ar sañskriteg chitraka "an hini saotret". E galleg e lârer guépard, eus al latin gattus pardus, a dalvez "kazh-loupard".
Bez ez eus pemp isspesad a gazh-ki
- Acinonyx jubatus hecki — Kornôg Afrika.
- Acinonyx jubatus jubatus — Su Afrika
- Acinonyx jubatus raineyii — Reter Afrika.
- Acinonyx jubatus soemmeringii — Kreiz Afrika.
- Acinonyx jubatus venaticus — Kazh-ki Azia
[kemmañ] Gouennadur ha buhez gevredel
Da ouestl d'en em c'houennañ e yeas ar c'hizhier-ki da 24 miz evit ar barezed ha da 12 miz evit ar piri, hag eñ ne baront ket kent tri bloaz. Genel a ra ar barezed betek nav kazhig goude un dougen a 90 - 98 devez. Pouezañ a ra ar c'hizierig etre 150 ha 300 g. Er c'hontrol d'un niver bras ar c'hizhier arall ez eo ganet ar c'hihierig-ki gant o saotroù. Ur gwiskad a vlevad ouzhpenn a ro dezhi ur feson "mohawk" o-deus ivez. Mantell eo anvet met e goll a reont pa vrasaont, avat. Nebeut tre a c'hizhier-ki a dizh o oad-gour. 90% a zo lazhet e-pad sizunvezhioù kentañ o vuhez gant leoned, bleizbroc'hed pe zoken erered. Lezel a reont o mamm etre 13 ha 20 mizvezh goude o ganidigezh. Galloud a ra ar c'hizhier-ki bevañ 20 bloavezh en erreoù, nebeutoc'h en natur rak o buander a gollont pa gozhont ha da zivarek da dapout o freizhoù e yelont.
Ganto o-unanig e vev ar barrezed hag o tiwall an eil ouzh an eben e vezont. Ar piri a vez darempredusoc'h. Pa vezont dilezet gant o mamm ar c'hizhierig e furmas-int ur strollad-familh a bad betek ma zizh ar barrezed div vloaz. Kuitat a reont ar strollad neuze tra ma chom ar piri asambles e-pad o holl vuhez.
[kemmañ] Tachennadoù
[kemmañ] Ar piri
Tachennadel kenañ ez eo ar piri. Kelc'hiadoù annez ar barezed a vez bras tre, avat, ha diaes eo evit ar piri da sevel un dachennad a endalc'h meur a anezho. Choaziñ a reont kentoc'h ul lec'h m'en em gej annezioù meur a barezed. Kalz bihanoc'h eo o zachennad neuze, hag aesoc'h da zifenn. Ment ar tachennadoù a zo hervez ar peadraoù vak. O vuzuliañ etre 37 km² ha 160 km² e vezont.
Darempredus tre ez eo ar piri. En em vodont e strolladoù bihan a chom o izili asambles e-pad o holl vuhez. Ar strolladoù-se a dolp breudeur dreist holl, hag eñ e c'hellont degemer ur par dibaot. Kengevredadoù vez anvet ar strolladoù-se. C'hwec'h gwech muioc'h a chañsoù eñ-deus un c'hengvredad da berc'hennañ un dachennad met n'hen dalc'h ket hiroc'h, war-dro pevar bloavezh.
Merkout a ra ar c'hizhier-ki dre droazhañ war wez pe krugelloù laou-koad. Arnodiñ a raio izili ar c'hengvredad da lazhañ an nostanted.
[kemmañ] Ar barrezed
Ne savont ket ar barrezed tachennadoù gwir met kelc'hiadoù annez. Kelc'hiadoù annez meur a barrezed a c'hell goloiñ an hevelep ec'honder. Ment ar c'helc'hiadoù a gemm hervez vakted ar preizhoù. Er rannvroioù koadek e vuzuliont war dro 34 km² tra ma c'hell tizhout 1500 km² en Namibia.
[kemmañ] Boued
Kigdebrerien ez eo ar c'hizhier-ki. Debriñ a reont bronneged krenn o ment, dindan 40 kg, evel ar c'hazeled Thomson pe an impalaed. N'argasont ar c'hnoued hag o leueioù nemet pa hemolc'hont e strollad. Klujiri-Spagn ha gedon a hemolc'hont ivez. Tra ma hemolc'hont ar c'hizhier bras e-pad an noz e plij deoc'h d'ar c'hizhier-ki chaseal e-pad an deiz, er mintin hag an abardez, pa vez klouar a-walc'h c'hoazh an amzer. Implijout a reont o gweled da gavout o freizh dreist holl. Dre guzh e tostaont ouzh o freizh kent kerzhout war-o-lerc'h. Galloud a reont tizhout 110 km/e met ar peurliesañ ne redont nemet d'hanterenn ar buander-se. Ral e pad hiroc'h eget ur vunutenn ha ma ne zeu a-benn ar c'hazh-ki da dapout e breizh diouzhtu e tilezo an hemolc'h kentoc' eget meskañ energiezh. Redeg d'ar buander se a zo skuizhus tre ha tempertur a c'hazh-ki a c'hell mont da ken uhel e c'hell mervel ganti. Setu perak e weler alies ar c'hizhier o tiskuizhañ goude m'o-deus tapet o preizh. Pa oa bet hir ha diaes an hemolc'h e c'hellont diskuizhañ e-pad muioc'h eget un eurvez.
Hanter an heomlc'hioù a zo berzhioù hepken.
N'eo ket kreñv a-walc'h ar c'hazh-ki da derriñ gouzoug ar c'hazeled a hemolc'h. O lazhañ a ra dre zentañ o gourlanchenn d'o zagañ. Neuze e tebre e breizh ken vuan hag e c'hell kent maz'eo laeret gant preizherien greñvoc'h evel al leoned.
[kemmañ] Annez
Er savanenn hag e rannvroioù damsec'h e vevont ar c'hizhier-kazh dreist holl met o c'havout a c'heller e kornioù-bro strujus. E Namibia, ma'z int boutin c'hoazh, e vev 95% anezho e feurmioù.
En Africa e kaver kizhier-ki en ntur dreist holl met bevañ a rae en un darn vras eus Su Azia gwechall, betek India. Eus ar c'hizhier-ki aziat-se, avat, ne chom nemet ur boblañs vihan dizoloet n'eus ket pell'zo e norzh Iran. Hervez reoù'zo e chomfe un nebeut pennoù e reter India hag e Balouchistan ivez. Implijet e voe gant uhelidi da hemolc'h gazelled met ne oa ket damesaet en un doar gwir rak diaes tre eo d'e lakaat d'en em c'houennañ en erreoù.
[kemmañ] Jenetik
Ur gemmusted jenetik izel tre hag ur sper fonnus kennañ o-deus ar c'hizhier-ki. Posupl eo d'ober imboudoù etre daou gzh-ki nann kerentiet hep diaester ebet. Krediñ a reer ez int aet a-dreuz ur varead eus kenwadelezh greñv goude ma oant aet hogozik da get e-pad ar maread-skorn diwezhañ. War-wel ez eo aet en Afrika e-pad ar miosen, moarvat, kent tremen en Azia. Hervez studioù Warren Johnson ha Stephen O’Brien eus al Laboratory of Genomic Diversity o-defe en em ziforc'het eus ar c'hizhier arall 11 milion a vloavezhioù'zo hepken.
[kemmañ] Mirerezh
90% ar c'hizhier-ki a varv e-pad o bugaleaj abalamour d'argasadennoù al leoned pe ar vleizbroc'hed pe da gudennoù jenetik hag a zo boutinoc'h en spesad-se eget er re arall. Hervez klaskourien'zo ez eo re vras al live a gengevelerezh e-touez ar c'hizhier-ki evit ma zreuvevint.
Krediñ a reer e chom 12.400 kazh-ki er bed a-bezh. War-dro 2.500 a vev e Namibia lec'h ma'z eo ar boblañ an hini vrasañ er bed. 200 eo kizhier-ki Iran hepken.