Holloueziadur
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a reer e brezhoneg eus al levrioù a glasker displegañ enno deskamant, pe gouiziegezh, diwar-benn danvezioù a bep seurt. An holloueziadurioù a c’hell bezañ hollek, pa vez enno pennadoù diwar-benn danvezioù a bep seurt. Gellout a reont ivez bezañ arbennikaet pa bledont gant un dachenn hepken (da skouer ez eus holloueziadurioù na dennont nemet d’ar skiantoù). Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez e lec’hiennoù war ar Genrouedad.
Taolenn |
[kemmañ] Anvadur
Savet eo ar ger holloueziadur diwar holl hag ur ger deveret eus gouez-, ar wrizienn a gaver e-barzh gouzout pe gouiziegezh, gant al lostger -adur a gaver e-barzh geriadur pe yezhadur. Tost eo d'ar ger gwyddoniadur a gaver e kembraeg evit envel ar seurt oberenn, pe d'ar ger kernevek godhonyador.
Ur ger all a gaver e brezhoneg evit se : kelc'hgeriadur, zo savet diwar ar gerioù geriadur ha kelc'h, evit treiñ ar gresianeg Enkuklopaideia, a dalveze deskamant lakaet en ur c'helc'h, peogwir e vez kavet al lod brasañ eus an holloueziadurioù dindan stumm ur geriadur. Ouzhpenn-se ne c'heller ket implij un holloueziadur urzhiet dre zanvezioù hep brassellout ouzh ur meneger hag a zo stumm eeunañ ur geriadur.
Doareoù all da envel an dra-se a gaver c'hoazh. Frañsez Favereau a ra gant geriadur a ouiziegezh (Geriadur brezhoneg a-vremañ, 1992). Frañsez Vallée en doa kinniget levr kelc'houiziegez ha kelc'houiziegezadur. An termen kelc'hgeriadur zo bet kavet e-pad pell e geriadurioù brezhoneg-galleg Roparz Hemon.
[kemmañ] Istor
En Henamzer e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù Aristoteles ha Demokritos a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman Plinius kozh, er Iañ kantved, en deus savet un "Istor naturel" (Naturalis historia) a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus fedoù gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel mammenn an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h.
En IIIe kantved e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv Melezour an Impalaer. An holloueziadurioù e Sina a oa un harp evit ar studierien en o arnodennoù. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar Statudoù Ledan da skouer a voe savet da gentañ gant Du Yu en 801 hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an XXvet kantved.
Cheng Zu, an impalaer eus Sina eus rummad ar roueed Ming a lakaas sevel an holloueziadur Yongle, an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh 1408 hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho.
En IXvet kantved e voe embannet an holloueziadur arabek kentañ, savet gant Ibn Qutayba. Dek levrenn a oa en oberenn, ha plediñ a rae gant an danvezioù-mañ : ar galloud, an noblañs, an temz-spered, ar c’hloer, ar garantez, ar boued, ar maouezed…, oc’h ober gant krennlavarioù, barzhonegoù…
Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz John Harris e voe savet ar c’hentañ holloueziadur evel m’o anavezomp bremañ, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E 1704 e teuas er-maez e Lexicon technicum. E dibenn an XVIIIvet kantved e teuas er-maez an Encyclopaedia Britannica, e stumm teir levrenn embannet etre 1768 ha 1771. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e Bro-C’hall an Encyclopédie gant Diderot. E 1772 e voe echuet. Ennañ e oa pennadoù gant Voltaire, Rousseau, d'Alembert ha Montesquieu, kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an iliz katolik ha gant lez ar roue e voe gwelet Encyclopédie Diderot evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en Alamagn holloueziadur Brockhaus.
[kemmañ] Ha bremañ
An holloueziadurioù, anezho oberennoù ledañ deskamant e stumm pennadoù a ra dave an eil re d’ar re all, a c’hell mat-tre bezañ lakaet war un urzhiataer. Kalz aesoc’h ha buanoc’h e kaver ar pezh a glasker evel-se. Ouzhpenn-se e c’heller lakaat war un urzhiataer traoù ouzhpenn ar pezh a vezer boas da gavout el levrioù : sonioù, videoioù ha kement danvez liesvedia a c’heller ijinañ. Ur roll brasoc’h-brasañ zo gant an holloueziadurioù-se war dachenn an deskadurezh elektronek.
E brezhoneg n’eus morse bet embannet holloueziadur ebet war baper betek-henn. Bremañ, gant Wikipedia, ha gant kenlabour an holl vrezhonegerien a youl vat, e c’heller kaout ur benveg par d’ar pezh a gaver e yezhoù all, ha kaout deskamant war a bep seurt traoù en hor yezh.
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Galleg
- Académie francaise
- Rubrique encyclopédies e-barzh an Open directory project
[kemmañ] Saozneg
- Encyclopædia Britannica
- Encyclopædia Britannica 1911 (digoust)
- Encyclopedia.com (© Columbia Encyclopedia)
- Open Site
- Internet Encyclopaedia
- Hall Encyclopedia
- Wikipedia
- Encyclopédie.snyke.com